Charles Lapworth (20 a viz Gwengolo 1842-13 a viz Meurzh 1920) a oa un douarour saoz.
Ganet e Faringdon e Berkshire en em stalias war an harz skosat ma studias ar c'harrekaennoù nebeut-anavevezet d'ar rannvro. Eurediñ a reas e 1869. Diskouez a reas e oa ar pezh a seblante ur gwelead don eus ar Silurian kalz strishoc'h eget ma kredfed.
Abeg kalz divizoù e oa e dezenn met asantet e voe erfin ha d'unan eus an douarourien bennañ e varevezh ez eas. Brudet e vez dreist-holl evit bezañ kinniget krouidigezh an Ordovisian.